Troad douzh troad omp holl ac'hanomp

Toud an dud da nec'h ha d'an traon

Gante lorc'h pe gante aon, lorc'h gante pe gante aon

Douzh Eirinn 'teu an had 'ro kalon 'hed an de'

Kan dihan, tonioù kad, diouzh ar mare 'ra vat

Douzh Eirinn 'teu an had 'ro kalon 'hed an de'

Hag e rimp hon dlead diwall herezh ar bed

Hag avelioù Alba dre aman 'gan uhel

'Ro joa dimp ha goanag breman 'n hor bro heñvel

Hag avelioù Kembre o c'hwerzhañ kreñv ha hir

Lako liv d'an hunvre bremaik o tont da wir

Etre ur bed peurunvan

Pe tarzhet e mil damm

E c'hell bevañ 'met ur bed

'Vez 'a'n dro lies ha mesket