Da Ewan

By Alan Stivell

Thumbnail

Sawet em eus ur ganenn da salud Ewan ma mab

'Wid lar'dezhañ laouen omp degemer 'nezhañ war ar blanedenn Douar

Deit mat oc'h ba'mesk ar Gelted hag ar pobloù all iwez

En o hanw chañs vad deoc'h a-hed ho puhez

'C'harantez'm eus 'wid 'plac'h han eus 'n he vlew skedoù maen-teuz

Ha' daoulagad glas a donvor surwalc'h ho tifenno doh ar reuz

Met'gallimp ket ho tiwall d'en emganno 'wid un aer c'hlan

Awid bewo hem malis an dud a vo 'a bord hoc'h hent splann

Nehet e barzh sklaerderioù a liw c'huzh-heol newamser

A reio deoc'h o dommder keit ha doute po efer

Ganet oc'h dindan 'sell loued ur feunteun gwareezet

Lec'h gallec'h torr ho sec'hed 'wid hunvre 'n eürusted

'C'harantez 'm eus 'wid 'plac'h han eus 'n he vlew skedoù maen-teuz

Ha daoulagad glas a donvor surwalc'h ho tifenno doh ar reuz

Met hem trubuilh 'laran ket 'wiec'h 'wid kaojal ho hyezh

Ka 'ma ket sur 'vewec'h ba'vro a frankiz en diwezh

Sawet em eus ur ganenn da salud Ewan ma mab

'Wid lar'dezhañ laouen omp degemer nezhañ war ar blanedenn Douar

Deit mad oc'h ba'mesk ar Gelted hag ar pobloù all iwez

En ho hanw chañs vad deoc'h a-hed ho puhez

'C'harantez 'm eus 'wid 'plac'h han eus 'n he vlew skedoù maen-teuz

Ha daoulagad glas a donvor surwalc'h ho tifenno doh ar reuz

A' ma gouezve hor bed-ni en distuj 'benn ar fin

Hon tri en em gawimp, me'gred, war ur blanedenn-vih'n