Goursaw-heol gouañv gant gouloù loar 'dreus red ar c'houmoul loued

D'an New'amser warlec'h kreisteiz en aour al lanneg

E Beg ar Van goude kuzh-heol 'raog nos, er misioù Du

Pa ba' bourc'h Plogoñv da vitin araog dihun an dud

"Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall"

Prest eo ar bobl e penn ar Bed, prest eo hi' wid ar gad diwezañ

'Vo ket 'wid c'hoari 'vel boas, ga'r voger bar c'hein 'vo dic'hrass

Dirag plegmor an Anaon epad nos Kalanna

E chomen mud, torret ma naon, o wel penn Eurasia

Leun oa ma fenn gant hunvreoù Morgan, Isold, Ahes

Gant kleier ilisoù Kêr-Ys ha manati drouizesed

Mallozh, mallozh d'an heñi a gred disakro douar hol lorc'h

Prest eo…Ba' daoulagad an dud'so krog ba' kerreg du Kernew

Dimezo 'ra a neñv ga'r mor, an eñvor o skedo

E peb sellad pell ar c'hornog 'ma oll furnezh ar Bed

Brasset war ar chadenn-buhez diboa geneliezh mab-den

Mallozh, mallozh d'an heñi a gred disakro douar hol lorc'h

Prest eo…

Ba' daoulagad an dud dre'man e chom ur vadelezh don

Dont'ra deus an tri mil kantved, o beaj hir war an hent

E ped lagad e c'haller lenn ur gounar gozh ha leun

Sevel gorreg 'vel un arme divent 'wid 'r gad diwezañ

"Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall!"

Prest eo…